Radio Breizh 4 radio ar Vro

ROLL KLOK ABADENNOÙ RADIO BRO GWENED

a ginnig deoc'h

An divskouarn o nijal

Mont pelloc'h gant ar c'heleier, testeniañ eus buhez pemdeziek ar vro hag an dud. Setu aze pal an abadenn-mañ a vez skignet bemdez da 12e ha da 6e noz. Gouel an Erer Kozh, manifestadeg labourerien-douar bio, stummadur ar vartoloded, dilennadegoù, beajoù ar Vretoned. zo e-barzh an Divskouarn o nijal kinniget gant Benjamin Bouard ha Tunvezh Gwlagen-Grandjean pe Erwan Blanchard hag Herve ar Beg (eus Arvorig FM).

45 munut

Abadenn diwezhañ 23.04.2019

Kaoteriad MolanKaoteriad Molan

Kaoteriad Molan

Gant : Marie-Thérèse Guillou

Bet omp bet 'welet Marie-Thérèse Guillou en-dro adarre ! Honnezh a zo 'chom e Molan, war vord ar mor du-hont e bro ar voraerien hag ar besketourien. Hag hiziv neuze emañ-hi 'vont da fardañ ur plad-pesked deomp, ar c'haoteriad ! An dra-mañ a veze graet gwechall gant ar besketourien pa teuent d'an douar en-dro, med ar merc'hed a rae ivez !
Ha penaos "gober kotrïad" neuze ? Da gentañ tout 'ranker kaout pesked, avaloù-douar, ognon, lard-sal, holen, pebr ha dour. Ha goude-se n'eo ket gwall sterd, met tammoù traoù a zo deskiñ kement-se, e-giz ar "salbaotaj" !