Radio Breizh 4 radio ar Vro

ROLL KLOK ABADENNO┘ RADIO BRO GWENED

a ginnig deoc'h

Sinema

Kaset da benn get Jean-Claude ar Ruyet.
Sell un den a sevenadur, displeget brav ha distaget fraezh, da rei˝ deomp ali ha sklerijenn Ór ar filmo¨ nevez da welet er salio¨. Un digarez da brederia˝ ivez. Bep sizhun, ur gronikenn da selaou hag ar skrid da heul.

5 munut

Abadenn diwezha˝ 06.10.2017

Gabriel et la montagne

SIN-171006-GABRIEL ET LA MONTAGNE.docx

GABRIEL ET LA MONTAGNE
Ur film sevenet gant : Fellipe Gamarano Barbosa (2017).
Gant : JoŃo Pedro Zappa, Caroline Abras (2e11).

Ar re o doa bet tro da weled film Sean Penn, Into the wild, e 2007, a gavo trao¨ ha˝val er film franko-brezilian-ma˝ : en daou film e vez diskouezet istoer un den yaouank Ú kuitaad e vuhez ordinel evid moned gant e hent. Tra ma oa Into the wild istoer un den Ú klask kuitaad e vro da vad evid en em gavoud e-hunan en natur gouez, n'eo ket tre pal Gabriel Buchmann ama˝. Savet eo bet ar film evid derc'hel so˝j anezha˝. Studier e oa, ha degemeret en ur skol-veur vrudet ag an Amerik, ha kent krogi˝ da vad gant e stud´o¨ nevez en doa bet c'hoant ar paotr d'ober un tamm tro dre ar bed. Setu e oa bet e bro India hag e broio¨ arall dija, mez ema ar film a-zivoud e damm beaj en Afrik. Afrik ar reter, pandeogwir e vez gwelet er C'henia, en Tanzani, er Zambi, er Malawi.
Petra ema an den Ú klask ? Ne ouiomp ket re. Ar pezh a zo sur : prez 'vez warna˝ ha dedennet"braz e vez gant blein ar menezio¨ a gav er broio¨ treuzet ganta˝. N'hell ket chom heb krapi˝ war ar C'hilimandjaro, da skwer. Un den digourdi eo, aez dezha˝ moned e darempred gant an dud en-dro dezha˝. Gouest da gomz portugaleg, evel-rezon, mez ouzhpenn-se saozneg ha galleg tamm pe damm. Ouzhpenn-se e ta aez a-walc'h ganta˝ tammo¨ kenta˝ ar yezho¨ komzet er broio¨ gweladennet.
Ne faota ket dezha˝ c'hoari e damm tourist. Ha setu perag marse e tosta an Afrikaned douta˝, Ú klask gouied hirroc'h war e-zivoud, ken dibaot a wezh e welont tud wenn ken simpl o modo¨ da veva˝, ken tost douzh o re. Ar pezh a blij dezha˝, douzh a seblant, zo spluja˝ e buhez an dud eno. Goulenn a ra gante, ha heb ardo¨, mar gell moned da gousked gante en o zier. Prest eo da gana˝ sonenno¨ e vro evid respont da re e ostizion. Da lÔred eo e oui petra a c'hell un eskemm boud. Gouied a ra petra eo pinvidigezh an denelezh. Ar binvidigezh-se n'he deus ket dober a bompado¨, a vrageriso¨, a aour pe a argant en ti-bank. Ar re baour a oui (liez) eskemma˝ o faourentez, ha leunia˝ a ra an dra-se kalono¨ an oll, braz ha bihan.
Kavet en doa Gabriel ur plac'h ag e vro pa oa e India, ha hi a oa daet d'henn gweled en Afrik, da dremen ur pennad amzer ganta˝. Diskouezi˝ a rae an trao¨ moned mad etreze, daoust ma santer ar plac'h tostikoc'h douzh he mod-orin da veva˝. Er film e santomp an den yaouank Ú troi˝ a zeiz da zeiz. LÔret e vez liez n'eus pal ebed d'ar vuhez, nemed unan : an hent a yaomp ganta˝. An hent a vehe ar pal. Hag an heni a ya en hent ne chom ket digemm. Desket e vez trao¨ ganta˝, dre ar pemp skiant, hag an deskamant-se a ra e labour en diabarzh, beteg cha˝j e fesono¨ da weled an trao¨, da gompren ar bed, da go˝sevi˝ ar vuhez.
Ha c'hoant Gabriel da voned ataw da benn an hent, da sevel beteg ar menezio¨ uhella˝, a c'helle boud sin un enklask kuzh ne ouie ket zokÚn marse petra 'oa. Ne chelaoue ket douzh an dud tro-dro pa lÔrent dezha˝ diwall. Ne chelaoue ket doute pa glaskent henn lakaad da voned difonnoc'h gant e gerzhed pe e redeg. Rag n'eo ket ar menezio¨-se tachado¨ disakr. Speredo¨ a vÚw warne, speredo¨ tuet mad pe tuet fall, ha gwa d'ar re na ouiont ket ober gante. Kavet e oa bet ar paotr marw war lein ar Mulanje, er Malawi. Ha den ne ouio perag.
Jean-Claude Le Ruyet.20171006b.232F.