Radio Breizh 5 radio ar Vro

ROLL KLOK ABADENNOÙ RADIO BRO GWENED

a ginnig deoc'h

Ar Big a Gan

un abadenn e brezhoneg gant skolidi evit skolidi

Klasoù divyezhek publik ar Morbihan a genlabour evit magañ un abadenn miziek : ar big a gan. E-pad un euriad e vez kinniget sonennoù, barzhonegoù, sketchoù ha rimadelloù, èl rezon. Mes ivez, reportajoù, atersadennoù, lennegezh. Rubrikennoù a-ziwar ar skiantoù, ar matematik pe ar yezh a c'hell kinnig ar skolidi ivez, ha gante e vez graet an enrolladennoù en o c'hlasoù.

32 vunud

Abadenn diwezhañ 02.12.2019

Ar Big a Gan: n'eo pell an Nedeleg

Gant : Jañ-Lug Roudault

Setu kroget miz an azvent, miz an Nedeleg. Miz ar prezantoù hag ar chokolad an hani eo !

Hiriv hon o tro da glevet skolidi ar Pont-Douar e Brec'h, ; skolidi Germaine Tillion e Pluneret, ha bugale ar Gourandel e Baod.
El e pep abadenn, e vo a bep seurt traoù : jedadennoù matematik, ur reportaj a-ziàr un arvest gant Jean Luc Roudault, « Beaj Koumoulennig » he anv, sonennoù pe barzhonegoù !

Seveniñ: Gwenn Vorc'h