Radio Breizh 4 radio ar Vro

ROLL KLOK ABADENNO┘ RADIO BRO GWENED

a ginnig deoc'h

Gouel an Erer Kozh 2018

Un abadenn kaset Ór-eeun hag Karaez get skipailh RKB RBG ha Radio Kerne, ha 4 lisead hag Karaez get o kelennerion. An abadenn a zo bet skignet bemdeiz hag ar gwener beteg ar sul d'anderv.

59 munut

Abadenn diwezha˝ 22.07.2018

NokkenNokken

Gouel an Erer Kozh 2018 : devezh ar sul

Gant : Yann-Ildut Galliou, Tangi an Dreo, Maina, Jeanne, Jeanette, Dewi, Glanon, Jonathan Dour, Jean-Daniel Bourdonnay, JÚrome, Viviane, Mathew Spikes, Loeiz Salomon, Maelan Joubin

An Erer Kozh, brasa˝ gouel sonerezh e bro C'hall, a vez e brezhoneg evit un eurvezh, gant an abadenn radio war-eeun deus ar gwener d'ar sul.

En trede abadenn, savet d'ar sul, e vez klevetá:

Klevet vo, ouzhpenn ali buhezerien an abadenn war c'houel 2018 an Erer Kozh, hini un arvestourez, Glanon, bet aterset gant Maina ha Jeanette. 12'

Ar raktres Nokken, etre ar pevarad breizhad Dour-Le Pottier, brudet mat brema˝ gant o sonerezh kerden ar-nevez, ha div ganourez skandinavia. Aterset eo Jonathan Dour gant Enora Molag. 14'

Jean-Daniel Bourdonnay a zo perzh e skipailhad programmi˝ leurenn Gwernig dibaoe ma zo deuhouti. Ganta˝ vo dizoloet an arzhourien bet dibabet evit ar sulvezh. Gouelet vo war sonerezh ar strollad YŘma deus bro Dunizia. 23'

Kendalc'het eo Yann-Bŕr Gwiader d'ober tro tachenn ar gouel da glask war lec'h tud a youll-vat. En em gavet eo gant Viviane ha JÚrome, a far krampouz evit ar gevredigezh źáAksion, Justis ha Peoc'há╗. 32'

Mathew Spikes e˝ n'eo ket paotr a youll-vat. Implijet eo e pad div sizhunvezh gant an Erer Kozh evit ober war dro a bep seurt trao¨, evel ma vo lavaret ganta˝ deus mikro Yann-Ildut Galliou. 38'

No Land a zo ur raktres sonerezh savet gant ar son-aozer bro Roazhon Olivier Mellano. Goulennet 'n eus digant sonerien bagad Saozon (Cesson) seni˝ un doare sonerezh ar-nevez, asambles gant ar c'haner Brendan Perry. Loeiz Salomon, talabarder er bagad a hell preg deus ar raktres-ma˝ deus mikro Tunvezh Wlagen-Grandjean. 43'

Maelan Joubin a oa er gouel evit lakat brezhoneg war dachenn ar Erer Kozh, asambles gant ar gevredigezh DAO. Aterset eo bet gant Dewi ha Jeanette. 52'

Un abadenn kinniget gant Radio Kreiz Breizh, Radio Bro Gwened ha Radio Kerne.