Radio Breizh 4 radio ar Vro

ROLL KLOK ABADENNOÙ RADIO BRO GWENED

a ginnig deoc'h

Pikous Dibikous

Pikous Dibikous

92 vunud

Abadenn diwezhañ 16.11.2018

Pikous Dibikous

Gant : Kadvael Jolivet, Berc'hed Kallag, Marion Gwenn, Perynn Bleunvenn, Dewi Siberil, Tangi Yekel, Gael Roblin, Loig Guillouzer

Disadorn oe bodet tud ar Redadeg e Ti ar Vro Gwengamp evit lid bras ar chekennoù. Bep a chekenn vras a zo bet roet evit ar raktresoù bet choazet evit ar Redadeg 2018. Tomaz Laken a oa àr blas disadorn, ma karit selaou doc'h an eskemmoù selaouit da 31'. C'hui 'zo o vont da glevout Kadvael Jolivet paotr ar greizenn dudi e Gwengamp, Berc'hed Kallag evit ar Redadeg, Marion Gwenn evit an arvest Kanevedenn ha Perynn Bleunvenn evit C'hui a gano. Klevet e vo ivez Dewi Siberil ha Tangi Yekel evit o raktres Hentoù Treuz, ha Gael Roblin evit ar raktres kreizenn-dudi e Gwengamp.

Loig a zo ganeomp hiriv, evit niverenn zewezhañ àr saloñ-levrioù Plistin. Hennezh zo bet maer Tregastell e-pad ur pennad. Komz a ra deomp deus e levrioù diwezhañ, hag en o-mesk, ul levr kaer diwar-benn tud e barrez. Metr a-raok-se en doa skrivet meur a levr ha da skouer, un dastumad mojennoù amerindian, selaouit da 51'

6x20, 7x30, 8x20 ha petra eo ar mod-se da gontañ?! Mod kozh, a veze kavet e bro Vear da nebeutañ. Selaouit doc'h Tangi Yekel er gronikenn Peseurt Mod 'vez lâret, da 22'

16 Levers de soleil setu un teul-film nevez a-zivoud troioù-kamm Thomas Pesquet en egor, sevenet get Pierre Emmanuel le Goff. Ha setu ali Yann-Klaod, kenkas ho poa raktreset mont d'e gwellout, da 1e18

Oum, ur sonourez dibar ag Maroko, setu choaz Izan Belz en e gronikenn Dasson an Ton, selaouit da 47'

Tonioù:
- Lina Bellard, Jeanne la Lune
- Tangi Le Gall-Carré/Erwan Moal
- Charkha, Me a lâr I
- Arvest, E splannder ar gouloù
- Dour Le Pottier 4tet, Kibebi