Radio Breizh 4 radio ar Vro

ROLL KLOK ABADENNOÙ RADIO BRO GWENED

a ginnig deoc'h

Liv an amzer

Un abadenn bemdeiziek, ag ar lun d'ar gwener, rubrikennoù a beb seurt enni, un daouzek bennak hag a vez enrollet get tud a youl vad.

D'al Lun :
- un dibab a rubrikennoù liesseurt.

D'ar Meurzh :
- "Istoer hor yezhoù" get Dominique Alain ;
- "War benn man glin e skrivan deoc'h", Daniel Carré ha Jo Morvan a-ziàr lizherioù Loeiz Herrieu kaset d'e vouez durant ar brezel-bras ;
- "Beaj, beaj" ;
- "Sonerezh".

D'ar Merc'her :
- "Etrezomp e brezhoneg" : kronnikennoù Job Jaffré er Liberté du Morbihan get Daniel an Doujet hag Annaik Lucas ;
- "Tro ar skolioù" : emgavioù get bugale ar skolioù diyezhek ha Diwan ;
- "Ar spered 'barzh an implij" : rubrikenn jardrinerezh get Monique ar Boulc'h ;
- "Beaj, beaj".

D'ar Yaou :
-"Brehoneg er Skorv" get Herri er Borgn: fessoniow da dreiñ geriow galleg ba bhg, get en troiow-lâret a ya da heul, serret getoñ hed-a-hed er skorv.
- "Lizheradur" : levrioù nevez ;
- "Keginerezh" : sekredoù get Thérèse Reunigoù, Marie-Cécile Belz....
-"Yehed", kronikennow medissinereh get Dr Alain Goulven.
- "Beaj, beaj".

D'ar Gwener :
- "E komz get Jo" : troioù-lared displeget get Jo Sergen ;
- "Kanit ar pezh a garit" : kanet ha displeget 'vez ur sonenn ;
- "Sinema" : presañtet vez ur film daet er-maez a-newez get Valérie Kervella.
"Ar Bed o Treiñ", kronikennow Laetitia Fitamant a Radio Kernew.
- "Beaj, beaj" ;

Musikoù liesseurt, embannoù festoù, atersadennoù a zo er roll-abadenn ivez, ouzhpenn keleier dait a beb korn ar vro.
Ha ma peus traow interessus da lâret, ket é dalempred genom, ni 'zo ni é klask àrlerh brehonegeresed -erian eit kontein dom ur veaj, bannein ur fest, ha rah en traow vehe mat da lâret ba 'n abadenn, enrollet én a-raok pé àr-éan mem!

49 munut

Abadenn diwezhañ 24.04.2018

Liv an Amzer

Gant : Mikael Buanic

Disul paseet oe dalc'het gourfenn ar C'han ar Bobl e Pondi.
Meur a rummad a oa, en o zouez ar rummad skolioù, kan de selaou, kan de zañsal, pe kontadennoù e brezhoneg hag e gallaoueg.
Tro 800 den o doe sonet kanet pe kontet e Palez ar C'hendalc'hioù, hag un nebeut anezhe o doe tapet prizioù. Elouan Le Saoz ha P'tit Louis Bernier o doe gounezet ar priz kentañ, pep hini get ur ganaouenn de selaou e brezhoneg hag e gallaoueg, ar strollad liseidi diwan Drask n'oe tapet priz kentañ ar strolladoù ha Nicolas Buhanic n'oe tapet priz kentañ an distagerezh. Enora Molac hi doe aterset anezhañ e tiskenn ag ar leurenn. O paouezh resev e priz e oe, an eskemm a zo de glevout adal 32' en enrolladenn a-us.

Hiriv ez eus bet laret hirroc'h a-zivout darempredoù Loeiz get e familh. C'hoant o doe de lakaat anezhañ de zistreiñ d'ar gêr. Ar pezh a zo, evit Loeiz e oe ret gober an traoù hrewez ar reolennoù. Setu ur lizher lennet get Jo Morvan, skrivet get Loeiz Herrieu d'an 3 a viz eost 1917. Sikouret e vimp get Daniel Carre de gomprenn gwelloc'h ar pezh a zo ar-dreñv, Ar benn me glin e skrivañ deoc'h, e penn kentañ an abadenn.

Petra 'zo de c'houzout get an anvioù Jezequel pe Judikael ? Ar reskont get Serj Bozeg Ar dreñv ar gerioù, da 22'

Tonioù :
- Orange Blossom, Ya Sidi
- Eddy de Krampouezh (Lors Jereg)
- Anoushka Shankar feat. Norah Jones, Thraces of you
- Gramatik, Muy Tranquilo

Kas ur gemennadenn