Radio Breizh 4 radio ar Vro

ROLL KLOK ABADENNOÙ RADIO BRO GWENED

RADIO BRO GWENED Tostik-tra deoc'h !

Radio Bro-Gwened, radio divyezhek ar Mor-Bihan, hag a oa bet savet a-gaoz reiñ ar gomz d'an dud ag ar vro, a zo staliet a-c'houde pasiñ 25 blez e kalon an departamant, e Bizhui hag e Pondi.
Skignet e vez bemdez c'hwec'h euriad abadennoù e brezhoneg, peder anezhe e gwenedeg, get doareioù, reportajoù, kronikoù... graet get hor paread kazetennerion hag animatourion a-vicher, sikouret get un hanter-kant bennak a dud a volontez vat. 
Abadennoù arall e brezhoneg a vez degaset get radioioù kar : Radio Kreiz-Breizh, Radio Kerne, Plum FM.
Programmoù e galleg, e gallaoueg hag e saozneg a c'heller klevet ivez àr RBG. 
A-fet sonerezh ema raet ar lec'h kentañ da arzourion ag ar vro met muzikoù a bep sort a zo ivez : kanennoù e galleg, muzikoù ar bed, ha c'hoazh... Ur blijadur d'ar re a zo é klazh klevet estroc'h evit programmoù muzik formatet-tre.