Radio Breizh 4 radio ar Vro

ROLL KLOK ABADENNOÙ RADIO KREIZ BREIZH

a ginnig deoc'h

Ar vandenn

"Ar vandenn" zo un digarez kaer da glevet traoù a bep seurt hag a zo bet skignet war RKB abaoe ma zo deus ar radio. Un tamm diboultrennañ zo graet d'an dielloù kement ha reiñ da glevet istor ha sevenadur Kreiz Breizh ha Treger dre ur brezhoneg c'hwek evel-just ! Bep Sul da greisteiz, adskignet d'ar Yaou da 8 eur noz.
Kinniget gant Derv Huellou ha Tomaz Laken

30 munut

Abadenn diwezhañ 16.12.2018

Kasetenn Valentine Colleter ha Germaine Landre

Gant : Germaine Landre, Valentine Colleter

Deuet oa Valentine Colleter ha Germaine Landre da Sant-Nigouden da ginnig o gasetenn "Kan ha Diskan d'Huelgoat".
Respont a reont da goulennoù Herve ar Beg. An dra-mañ oa e miz C'hwevrer 1988.