ARVORIG FM Mouezh Bro-Leon

Staliet eo Arvorig FM e Park Ijina˝ Maezkoad e Landerne.

Bez 'z eo Arvorig FM ur radio nann kenwerzhel bet savet e 1995 e Brest evit kas war-raok ar brezhoneg er mediao¨ ; pal kenta˝ ar gevredigezh Ar Skino¨ a voe sevel ur radio e brezhoneg penn da benn, ar pezh a voe graet d'an 18 a viz Mezheven 1998, pa voe kroget da skigna˝ war vro Landerne a drugarez d'ur freka˝senn FM, an 91.7, bet roet deomp gant ar CSA (Kuzul Uhela˝ ar C'Hlevelet). Savet e voe ur studio e Kommanna e Menez Are, un 250 metr bennak a-us da live ar mor (tost an uhela˝ e Breizh, neuze, nepell eus stign bras ar Roc'h Tredudon). O tastum nerzhio¨ omp bet abaoe penn kenta˝ ar radio ha brema˝ ez eus tri den gopret da labourat ganeomp ; politikerezh ar radio a vez divizet gant kuzul-mera˝ ar gevredigezh Ar Skino¨.
Dont a ra an arc'hant eus Kuzul Rannvro Breizh, Kuzul Departamant Penn ar Bed ha eus un aozadur stad (FSER : Fond de Soutien Ó l'Expression Radiophonique).
Abaoe ar penn kenta˝ e vez skignet abadenno¨ komzet e brezhoneg nemetken ha sonerezhio¨ mesket eus ar bed a-bezh.
En abadenno¨ komzet e kaver dreistholl keleier sevenadurel, reportajo¨ ha kroniko¨. Muioc'h mui a abadenno¨ a vez, a drugarez d'ar skipailh a zo aet war gresk ha d'an dud a youl vat a zeu da ginnig deomp kas da benn abadenno¨ a bep seurt diwar-benn ar pezh a blij dezho, gant sikour implijidi ar radio.
Troet eo ar sonerezh war-zu Breizh hag ar broio¨ keltiek evel just, hogen e kaver trao¨ a bep seurt toud, eus ar rok betek sonerezhio¨ ar bed pe "world music". Kement-se a ya d'ober ur radio n'eus ket e bar e lec'h all hag unan a vez selaouet gant a bep seurt tud, memes lod n'int ket brezhonegerien.

Kael ar programmo¨