Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

a ginnig deoc'h

An divskouarn o nijal

Mont pelloc'h gant ar c'heleier, testeniañ eus buhez pemdeziek ar vro hag an dud. Setu aze pal an abadenn-mañ a vez skignet bemdez da 12e ha da 6e noz. Gouel an Erer Kozh, manifestadeg labourerien-douar bio, stummadur ar vartoloded, dilennadegoù, beajoù ar Vretoned. zo e-barzh an Divskouarn o nijal kinniget gant Benjamin Bouard, Laetitia Fitamant, Morgane Bramoullé ha Tunvezh Gwlagen-Grandjean (Radio Kerne) pe Erwan Blanchard ha Reun Treger (eus Arvorig FM).

45 munut

Abadenn diwezhañ 12.11.2019

Loch-bras an Treded Reich hag hini an URSS e-pad ar foarLoch-bras an Treded Reich hag hini an URSS e-pad ar foar

Foar vras 1937

With : Guy Rannou

Guy Rannou a oa unnek vloaz ar wech kentañ 'oa-eñ bet e Pariz er bloavezh 1937, asambles gant e vamm-gozh. N'anvee ket e dad neuze ha setu 'oa bet kaset da Bariz d'ober anaoudegezh gantañ. Lojet o-daou 'oant bet gant kereñchoù dezho, hag asambles gant ar re-mañ 'oa bet 'pourmen un tamm partout e kêr. Nag a draoù nevez-flamm a oa evit Guy ! Ha bet 'oa bet o welet ar foar vras ivez, an "expo universelle" a oa dalc'het ar bloavezh-se. Ha kalz traoù 'noa gwelet du-hont avat !
Benjamin Bouard a zo bet oc'h en em gavout asambles gantañ evit dezhañ kontañ ar veaj spontus-mañ !