Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

a ginnig deoc'h

Deomp dezhi ! Abadenn ar vugale

Ar bajenn-mañ zo evidoc'h, tud yaouank ! Ar re gozh a zo deuet mat ivez, sur !

Bep merc'her e yomp da ziskoachañ, asambles gant Benjamin, bed ar skiantoù, an natur, an Istor Vras peotramant koñchennoù brudet, evel hini Ulysse ha reoù Jules Verne,

Deoc'h eo an abadenn : skrivit pe telefonit deomp m'ho peus kinnigoù, evezhiadennoù, gourc'hemennoù (dreist-holl) d'ober !

31 munut

Abadenn diwezhañ 11.09.2019

At stêr AmazonAt stêr Amazon

Ar Jaganda #2

Dalc'homp bremañ gant eil lodenn avañturioù ar Jangada : un abadenn savet diwar levr Jules Verne, La Jangada.
Manoel Valdez ha Minha Garal a zo 'vont da zimeziñ an eil d'egile e Belem, e Brazil. Met dav eo dezho navigal war-c'horre ar stêr Amazon evit mont di ha neuze treuziñ ar c'hoad bras. Joam Garal, tad Minha, a zo graet e soñj gantañ da sevel ur vag vras evit ober ar veaj-mañ : ur jangada. Met dañjerus eo ar stêr Amazon ! Hag a-wechoù en em gaver gant tud iskis ivez ... e-giz an aotroù Torres !

Kas ur gemennadenn