a ginnig deoc'h
hanv newez en abadenn veze gwret "Vaimp ket pilet eit komz" dohti
Da bep sadorn, da eur en apero, da lâret eo etre 11e ha kreisteiz, dait genomb àr hentoù ar Morbihan, d'emgavet get tud ar vro evit ur pennad-kaoz pe ur weladenn. Dizoloet vez tud neuze: arzourion/-ezed, peizanted/-ezed, ha razh an dud 'deus traoù dedennus da lâret... e brezhoneg, ha dizoloet 'vez lec'hioù ivez: mirdioù, kumunioù, hag en holl lec'hioù a faota da vrezhonegerion/-ezed 'zo hon lakaat da zizoloiñ.
Ur magazin adskignet ur misiad àr-lerh, bep sul da 11e.
Amzer Nevez hag un abadenn nevez : Lellig
With : Daniel Ar Gevell, Annie Ebrel
Ni beus emgavet get Daniel Ar Gevell, rener ar greizenn "Amzer Nevez" ba Plañvour. Daleet eo bet rac'h an abadennoù hag ar rezidañsoù a gaoz d'ar Govid... Met komañset eo en-dro dre voneur. Ar sizhun mañ 'vo keniget un abadenn nevez, "Lellig" diàr Anjela Duval, get Annie Ebrel Quartet. Annie a goja domp ag an abadenn-se