Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

a ginnig deoc'h

2 vunutenn evit kompren

Petra eo an Internet ? Perak eo sall ar mor ? Penaos e ya ho hezoug en-dro ? Sed aze goulennoù a c'hell bezañ savet gant bugale ha koulskoude n'hon eus ket atav ur respont da reiñ dezho. Sed aze ur gronikenn 2 vunutenn evit kompren aes ha buhan traouigoù ar vuhez bemdeziek !

3 munut

Abadenn diwezhañ 09.10.2019

2 vn evit kompren penaos erlerc'hiañ ar plastek

Malloz ar c'hentañ kantvet warnugent eo ar plastek goude bezañ bet unan eus krouidigezhioù pouezusañ hor buhez pemdez. Met o welet kolo plastek e fri ar baoted, seier plastek e kof al loened mor ha mikro-tammoù plastek en douar, en dour hag en hor c'horfoù eo poent anzav eo echu ren ar plastek.