Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

a ginnig deoc'h

Ar Big a Gan

un abadenn e brezhoneg gant skolidi evit skolidi

Klasoù divyezhek publik ar Morbihan a genlabour evit magañ un abadenn miziek : ar big a gan. E-pad un euriad e vez kinniget sonennoù, barzhonegoù, sketchoù ha rimadelloù, èl rezon. Mes ivez, reportajoù, atersadennoù, lennegezh. Rubrikennoù a-ziwar ar skiantoù, ar matematik pe ar yezh a c'hell kinnig ar skolidi ivez, ha gante e vez graet an enrolladennoù en o c'hlasoù.

36 munut

Abadenn diwezhañ 11.11.2020

Ar Big a Gan: setu arriù Kalañ-Gouiañv en-dro!!!

Setu ni asambl en-dro evit un abadenn nevez : ar Big a Gan, un abadenn sevenaet get ar skolidi divyezhek evit ar skolidi divyezhek.

Bep miz a peupre, e pad un hanter euriad, ho pez tro da glevet a bep seurt traoù : sonnennoù, barzhonegoù, lennadennoù , divinadelloù, istorioù, reportajoù, c'hoarioù. a bep seurt ! Evit c'hoari, mat e vehe deoc'h kaout un tamm paper brouilhet hag ur c'hreion.

Hiriv hon eus ar blijadur da zegemer ur bochad skolidi skol-vamm : re skol Begnen, skolidi an daou glasad skol-vamm ag ar Ger Nevez en Oriant, bugale skol vamm Brec'h ha re skol Roc'han e Gwened. Trugarez dezhe evit o enrolladennoù. Trugarez ivez da skolidi CP/CE1 ha CM Baod, d'ar strollad CM e Brec'h, d'ar re CP e Roc'han Gwened ha da vugale Maoron.

Un abadenn sevenet get Gwenn Vorc'h.