Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Imramoù war son ha war gan - Pennad skignet d'ar 07.04.2011

59 munut

Imramoù war son ha war gan 04

Pennad-komz kaset da benn gant : Annaig Renoux

E kerzh hon imram war son ha war gan fenoz e vimp kaset da rannvro Uladh (Ulster),
ha biz Bro Iwerzhon, gant ar strollad Lá Lugh; ha pelloc'h c'hoazh, betek aodoù Bro Skos da
heul froud an eskemmoù fonnus a zo bet a viskoazh etre an div bobl gouezelek o sevenadur.
Un dibab tonioù eus pladenn diwezhañ Seán Potts, Number 6, a vo klevet ivez : c'hwek ha
seder ar sonerezh a zispak dindan bizied bervidik paotr an tin whistle eus Kêr Dulenn... tapet e
80 vloaz gantañ, 80 nevez amzer a fell din lavaret !...
Ra gavfet ho plijadur en Imram mañ, war son ha war gan !