Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Imramoù war son ha war gan - Pennad skignet d'ar 19.05.2011

64 munut

Imramoù war son ha war gan 05

Pladennoù an abadennPladennoù an abadenn

Pennad-komz kaset da benn gant : Annaig Renoux

Un dibab tonioù ha kanaouennoù flour ha lirzhin evit lidañ miz Mae, gouel Beltan (Bealtaine) ha degemer an hañv, gant Paddy Keenan, Breda Keville, Lá Lugh ha Danú ; daoust da lagad sklaer an heol parañ war zarvoudoù skrijus pe skrijusoc'h en deizioùmañ, siwazh ! Kaoz a vo eus prizoù ar sonerezh hengounel 2011 roet gant TG4, ar chadenn iwerzhonek : etouez ar re bet enoret er bloazmañ e vo klevet tonioù gant Noël Hill, paotr ar c'hoñsertina, Muireann Nic Amhlaoibh, kanerez ha sonerez fleüt, hag ar saverez tonioù ha fiddler doujet Liz Carroll...
Un Imram plijus deoc'h !