Radio Breizh 4 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Reportajoù Keleier ar Vro - Pennad skignet d'ar 12.10.2017

2 minutes

Feulster er Gwilioudin

With : Morgan Lever-Crue

Pennad-komz kaset da benn gant : Tunvezh Gloaguen

Diryaou tremenet eo deuet maez « Levr Du ar Ginekologiezh» (« Le Livre Noir de la Gynecologie »). Dastumet he deus Melanie Déchalotte testennioù maouezed bet bevet feulster ganto da vare ar gwilhoudiñ, pe en un enselladenn ginekologel. Lakaet eo bet an doareoù rutennek-se war wel dreist holl dibaoe miz Gouere er media, p'he doe ar vinistrez war an Ingalded etre ar Maouezed hag ar Gwazed, Marlène Schiappa, diskleriet vefe graet ur studi war ar sujed gant ar C'huzul-Stad.
Ha d'an 3 a viz Edron, ar sizhun tremenet, zo deuet maez ul levrig gant Fondasion ar maouezed, da heñchañ anezho war o gwirioù. Anavezet eo Accouchement, vos choix, vos droits, hag eman da vezañ pellgarget war internet.
Petra zo kubet a-drenv ar gerioù « feulster er gwilioudiñ » ? Morgan Lever-Crue, amiegezh war he c'hont, a zispleg deomp gwelloc'h.