Radio Breizh 4 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Liv an amzer - Pennad skignet d'ar 13.02.2018

49 munut

Liv an Amzer

With : Julien Vrigneault

Pennad-komz kaset da benn gant : Enora Molac

Teñzor ar brezhoneg komzet, un tro-lavar demdeiz (1'30)

Lizhieroù Loeiz Herrieu, paotr Kaodan oe bet kaset d'an talbenn, àr lec'h bleiadoù hep distreiñ d'ar gêr.
Deuet a-benn de chom bev ha de zistreiñ d'ar gêr e fin ar brezel. Un teñzor 'zo bet laosket geton, hag arbennigourion deus labouret àr e skridoù, Daniel Carre en o zouez. Setu Ar ben men glin e skrivañ deoc'h (3'30)

En ur bochad kerioù ha keriadennoù e vez alies kavet anvioù straed èl rue des cerisiers, rue des camélias, pa ne vez ket kavet anvioù tud an arme. N'eo ket fall tout nakent ker e vez tu kavout ivez anvioù a glot mat get ar lec'h. Ha just a-walac'h, prizius eo, chañs hon eus, de vout gwarnet, evit un nebeut lec'hioù, an anvioù tamm pe damm orin. Klevamp hiriv kronikenn Serj, de c'houiet hirroc'h à-zivout anvioù ar vro (26'30)

Julien Vrigneault, soner sakso er strollad Lunch Noazh, zo deuet de ginnig eil pladenn e strollad. Ur meskaj etre pop, sonerezh hengounel ha jazz eo stil Lunch Noazh get tonioù kanet e brezhoneg.Kontet en deus Julien Vrigneault, ar labour krouiñ, an awenioù, plas ar jazz en e vuhez hag e stil sonerezh. Doc'h mikro morgane Bramoullé ag Radio Kerne

Pereg eo ken plijus klevet rouzmouz ar c'hazh?! Ar reskont er gronikenn 2 vunutenn evit komprenn, kinniget get Morgane Bramoullé ag Radio Kerne. (43')

Tonioù:
- Klo Pelgag, les ferrofluides fleurs
- Ella Fitzgerald, Summertime
- Lunch Noazh,

Kas ur gemennadenn