Radio Breizh 4 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Reportajoù Keleier ar Vro - Pennad skignet d'ar 14.02.2019

2 minutes

Endro : ha cheñch a rafe boazioù kan al laboused ?

With : Youenn ar C'heur

Pennad-komz kaset da benn gant : The journalistic team

Cheñchamantoù souezus a zo o c'hoarvezout evit al laboused. 'Miz tremenet 'zo bet renablet laboused al liorzhoù ga Breizh Vev hag an holl o doa c'hoant da sikour anezhe. Hag evit laboused ar maezioù eo splann an traoù : war zigresk ez a poblañs ur bern doc'houten.
Jediñ al laboused a vez graet ingal gant ar skiantourien pe an dud a youll-vat. met moarvat 'vefe mat selaou anezho ivez! Youenn ar C'heur 'zo ezel eus ar gevredigezh Breizh Vev, 'ba bro Bondi. Hervez an den droch gant al laboused, ne gan ket ar re-se mui 'vel ma vezont sañset d'or... Selaouomp anezhañ deus mikro Gwenvael Delanoe.
'Vit ar poent n'eus ket bet kalz a studiadennoù skiantel graet war gan al laboused, neuze 'chom diaes goût hag eñ 'vez cheñchet da vat o boazioù kan ganto pe get. Diaes eo gouzout ivez petra ra vez deus ar cheñchamant-se. Marteze 'blam da zigresk niver a amprevaned, pe da dommadur an Hin. Heuliet 'vo an afer ganeomp 'vel just.