Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn An divskouarn o nijal - Pennad skignet d'ar 25.02.2019

45 munut

Distrujet an ti en Oriant, minoù tro-war-dro d'ar gêr e Karnag

An Amerikaned oc'h antreal en Oriant e 1945.An Amerikaned oc'h antreal en Oriant e 1945.

Pennad-komz kaset da benn gant : The team

Denise Lefranc ne oa ket 'met pemzek vloaz pa oa bet disklêriet ar brezel hag en Oriant 'oa 'chom da neuze. Pa oa krog an Amerikaned hag an Anglichen bombardiñ ar gêr, neuze 'oa bet dav dezhi mont da Garnag da glask repu. Met du-hont ne veze ket kalz gwelloc'h ar jeu : ne oa netra da zebriñ ha minoù a oa tro-war-dro d'he zi.
Hiziv neuze emañ-hi o kontañ deomp istor he brezel dezhi.