Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Reportajoù Keleier ar Vro - Pennad skignet d'ar 16.04.2019

2 minutes

Ur gazetenn nevez ganet 'vit Breizh 5: "Le journal de la Bretagne"

With : Erwan Chartier-Le Floc'h

Pennad-komz kaset da benn gant : Erwan Blanchard

Hudu da 2e30 goude merenn 'oa lañset embann ar gazetenn "Le Journal de la Bretagne". Ur gazetenn sizhuniek hag hollek kroet gant Kristian Troadeg, maer Karaez ha kuzulier departamant Penn-ar-Bed, met ivez un den sachet gant bed ar media. Kazetenner eo bet, savet 'noa ar gazetenn "Le Poher" 23 bloaz. "Le Journal de la Bretagne" 'vo kavet 'ba 850 lec'h da werzhañ kazetennoù 'benn arc'hoazh 'ba Breizh a-bezh eus Brest da Ankiniz. Bep merc'her c'hallo an nen prenañ 'nezhi. 20 000 skouerenn 'zo bet embannet evit an niverenn gentañ hudu 'ba ti-moullañ an Telegramm 'ba Montroulez. Erwan Chartier-Le Floc'h 'zo bet anvet penn kazetenner. Labourat 'raio gant Yann Rivallain 'giz iz-penn-kazetenner, 10 kelaouenner 'zo dasparzhet ha tud all 'giz kenskriverien. Da 2e30 'oa Erwan Charier 'ba Montroulez 'vit reiñ lañs d'ar moullañ.