Radio Breizh 4 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Reportajoù Keleier ar Vro - Pennad skignet d'ar 16.04.2019

11 munut

Ur rektour nevez 'zo bet anvet e penn rektorelezh Roazhon!!!

With : Remi Toulhoat

Pennad-komz kaset da benn gant : Tunvezh Gwlagen

D'an hini kentañ deus miz Ebrel zo bet cheñchet rektour akademiezh Roazhon. Goude 13 miziad diaes evit Armande Pelleg-Muller e penn ar rektourelezh, eo bet lakaet da guitaat e fost gant Ministrelezh an Deskadurezh Stad e fin miz Meurzh. Meur a afer 'n eus bet breskaet he flas, met da ziwezhañ e voe aet betek mont enep an emglev sinet etre ar Stad ar ar Rann-vro. Daoust da hennezh embann sklaer eo dav d'ar c'helenn publik kinnig 20% deus ar c'hlasadoù e kelenn divyezhek, he doe hi graet he soñj disken dindan 15% en dro. 16 digorradur post kelenner divyezhek nevez a voe bet raktreset ganti neuze evit an distro skol 2018, an hanter deus ar pezh a vefe ezhomm evit respont d'an digorradur klasadoù divyezhek raktreset gant ar Stad. Bremañ ra 15tez 'n eus ar rektour nevez kemeret e bost. Petra zo da vezañ gortozet deus perzh Emmanuel Ethis neuze evit renkañ an traoù ? Ur respont deuhstu gant prezidant ar gevredigezh Divyezh Breizh, Remi Toulhoat. Emañ deus mikro Tunvezh Gwalgen-Grandjean.