Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Reportajoù Keleier ar Vro - Pennad skignet d'ar 14.05.2019

3 munut

Krogad foball R2 e Kemper enep krign-bev an empenn

With : Bernez Leon

Pennad-komz kaset da benn gant : Tunvezh Gwlagen

Hag e rummadoù izelloc'h e foball, e Kemper e vez c'hoariet gant koustiez vat avat ! 'Bennisul e vo dalc'het ur c'hrogad ma vo roet an argant d'ur gevredigezh hag a stourm enep da gleñved krign-bev an empenn. Ar gevredigezh Oligocyte Breizh Izel a voe bet krouet gant ar c'houplad Leon, bet kollet o merc'h dre gaoz d'ur yoc'henn er penn. Evit klask argant da wellaat an dud klañv, ha da sikour ar familhoù vez graet ur bern darvoudoù gant Oligocytes bep bloaz. N'eo ket ar wezh kentañ ma vo graet ur c'henlabour gant ur c'hleub

Evit poent emañ ar C'hemper Kerfeunteun FC e 7vet plas ar renkamant Rann-vro 2, hag ar C'hemper Italia e 9vet plas. Ar c'hrogad a vo neuze dresitholl evit gout peseurt skipailh a zo an hini gwellañ e kêr benn bro Gerne. 5¬ eo ar mont e barzh neuze, hag e vo roet an holl argant gounezet da Oligocyte avat ! Bennisul emañ an emgav da 3e30 e Stad Penvillerc'h e Kemper evel just !