Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Reportajoù Keleier ar Vro - Pennad skignet d'ar 25.06.2019

3 munut

Daleet eo arnodennoù ar Breved!

With : Pascale Chevillard, Loeiz Tangi, Klervi Inizan

Pennad-komz kaset da benn gant : Erwan Blanchard

Amzer c'hor 'zo 'ba kornog Europa 'vit an deizioù, war bouez 'ba Breizh! Beket 37 derez eo aet an tamperadurioù 'ba kreisteiz, kreiz Bro-C'hall ha reter ar c'hwec'hkorn ha kement all 'zo 'bar Stadoù 'zo stok ouzh Frañs. An amzer tomm gor 'gendalc'ho beket fin ar sizhun. Se 'zo kaoz 'neus divizet Jean-Michel Blanquer, ministr an deskadurezh Stad, daleañ arnodennoù an DNB, Breved, 'oa sañset bout aozet 'benn diriaou ha digwener. 'Benn fin ar gont 'vo dav d'ar skolajidi 'zo en trede klas tremen an arnodennoù galleg, math, istor-douaroniezh ha skiantoù 'benn dilun ha 'benn dimeurzh. zoken 'ba Breizh lec'h m'eo chomet fresk an amzer betegen. 'Ban departamantoù tramor 'vo dalc'het an arnodennoù memestra 'benn diriaou ha 'benn digwener. met n'eo ket posubl derc'hel an arnodennoù 'ba Breizh d'an deiziadoù 'oa raktreset. Chalet eo Pascale Chevillard, renerez skolaj Diwan ar Releg, gant ar chenchamant trumm 'mañ. Selaouomp anezhi ha warlerc'h Loeiz ha Klervi daou skolajiad. Gant Erwan Blanchard.