Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Atersadennoù - Pennad skignet d'ar 26.07.2019

7 munut

Ar bagadig Brieg e trede rummad ar bagadoù !

Pennad-komz kaset da benn gant : Morgane Bramoullé

A-bouez eo koulzad an hañv evit ar bagadoù : mare o eil kenstrivadeg eo. Hag hervezh o disoc'h er c'henstrivadegoù-se e vint aotreet da chañj rummad ha da seniñ a-enep da bagadoù gwelloc'h gwellañ.
Deuet eo brav gant ar bagadig Brieg ar bloaz-man, trec'h eo bet en pevare rummad. Goulven ha Soig Lancien hag Eliot Droual, sonerien gant ar bagad hag ar bagadig zo deuet da Radio Kerne evit displegan mont en-dro ar c'henstrivadegoù-se ha kinnig o strollad.