Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Reportajoù Keleier ar Vro - Pennad skignet d'ar 12.09.2019

2 minutes

Kounlidet eo bet an Diada 'ba Skol-Veur Roazhon 2 ivez!

With : Anton Burel

Pennad-komz kaset da benn gant : Tunvezh Gwlagen

Dec'h 'oe an Diada, devezh broadel Katalunya. Deiziad an Diada a gas ac'hanomp d'ar bloavezh 1714, pa 'oe bet aloubet Barselona gant al luioù gall ha spagnol. Galvet 'oe bet gant ar strolladoù dizalc'hour da vanifestiñ, evit goulenn ma vo dieubet an dilennidi hag ar stourmerien bet toull-bac'het e Madrid goude referendum 2017. Ar bloavezh-se e voent bet daou vilion a dud e straedoù Barselona evit goulenn bezañ dizalc'h. Ar bloaz-mañ, dec'h 'oa war dro ur million a dud o vanifestiñ 'vit kounlidañ an Diada.
E Breizh, e Skol-Veur Roazhon 2, 'n oe Unvaniezh Studierien Breizh divizet da dizkouezh o harp d'ar Gatalaniz en devezh-se a 11 a viz Gwengolo. Ur vodadeg e kreiz kampus Keryann a oa bet aozet ganto. Anton Burel, ken-brezidant an USB, a voe deus mikro Tunvezh Gwlagen-Grandjean.