Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Reportajoù Keleier ar Vro - Pennad skignet d'ar 19.09.2019

2 minutes

Sevel un abadenn gant kanerien hengounel war an tele gant Stefan Bern?

With : Perrynn Bleunven

Pennad-komz kaset da benn gant : Erwan Blanchard

Sevel un abadenn war ar skinwell gant arzourien hag a gan e yezhoù bro! Sed aze danvez al lizher 'zo bet kaset da Stephane Bern e-kerzh an hañv gant Billy Furney 'zo soner ha kaner an arpitaneg, ur yezh komzet 'ba Franche-Comté. Ar galv 'zo bet sinet gant 9 arzour yaouank en o zouez Perrynn Bleunven eus Plabenneg. Pal Billy Furney 'zo diskouezh talvoudegezh ar yezhoù bro a chom kuzhet 'ba Republik Bro-C'hall. Hervezañ eo ar yezhoù bro lodennoù a-bouez eus glad Frañs. Kompren 'rit gwelloc'h 'pezh 'neus lakaet 'nañ da gas al lizher d'an animatour tele 'zo brudet a-drugarez d'e abadennoù war Istor ha glad Bro-C'hall. Muioc'h a displegadennoù gant Perrynn Bleunven kanerez ha sonaozourez 'neus gounezet an Taol lañs 'ba Langoned da geñver Gouel Broadel ar Brezhoneg ar bloaz 'mañ. Gant Erwan Blanchard.