Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn An divskouarn o nijal - Pennad skignet d'ar 30.09.2019

45 munut

Hent ar Marchosi

Marie Verveur hag he c'hezeg (©Côté Quimper)Marie Verveur hag he c'hezeg (©Côté Quimper)

Pennad-komz kaset da benn gant : The team

Asambles gant Marie Verveur emaomp en abadenn hiziv ! Honnezh a zo 'labourat hanter-amzer en ur gevredigezh nevez a zo he anv Hent ar Marchosi, e Langolen, etre Kore ha Brieg. Re ar gevredigezh-mañ a sav kezeg ha poneed ha neuze bep sizhunvezh 'vez degeremet tud evit kas anezho da bourmen gant al loened dre ar vro. Tud ampechet a vez resevet ivez, koulz e-giz tud o deus poan-spered pe c'hoazh bugale o deus diaesamañchoù en o familhoù. En em gavout asambles gant ar c'hezeg hag ober war o zro a ra vad d'an dud-se. Ur gwir derapiezh eo zoken !