Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Atersadennoù - Pennad skignet d'ar 07.10.2019

10 munut

The Roof - Origines : ul lec'h sevenadurel, d'ober sport ha da evañ ur banne e Roazhon

Julien MignotJulien Mignot

With : Olivier Lhopiteau

Pennad-komz kaset da benn gant : Tunvezh Gwlagen

Evit tri bloaz eo teuf Hostel Doue Roazhon da vezañ ul lec'h sevenadurel dibadus. Ar savadurioù, dilezet dibaoe bloavezhioù, a voe bet gwerzet e 2017 gant an ospital (CHU) d'an EFPB, an ti da verañ an douaroù e Breizh (Etablissement Foncier Public de Bretagne).

An ospital, savet e 1858, a zo bet ospital pennañ Roazhon a-raok ma vefe kaset tamm ha tamm an holl selvijoù da Bontchaillou. Chomet eo dilezet ar savadurioù braz, brav tre lod deuhouto, ha lec'hiet tost tre deus kreiz kêr. Evel just, gant ar wask a zo war ar marc'had, zo bet kavet buan un implij dezho gant an EFPB. Renket e vo an 30 000 metrad karrez gant an embregerezh Linkcity, dalc'het gant Bouygues, evit mont d'ober ur c'harter kenwerzhiel cheuc'h ha deus ar giz.

Da c'hortoz, e kerzh an tri bloaz da zont, e vo degemeret un emberegezh vihan eno gant ar pal kinnig oberezioù sevenadurel digoust. Ar raktres, a zo bet savet gant ur strollad tud yaouank, a vesk meur a implij : kraperezh, yoga, shiatsu, ostaleri, ti-boued ha mikro-breserezh.

Olivier Lhopiteau, hag a ra war dro ar salioù skrapañ, a zispleg penaos eo ganet ar raktres deus mikro Tunvezh Gwlagen-Grandjean.