Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Reportajoù Keleier ar Vro - Pennad skignet d'ar 13.11.2019

2 minutes

War gresk ya ar stenn etre Palestinia hag Izrael 'vit an deizioù

With : Youenn Jardin

Pennad-komz kaset da benn gant : Tunvezh Gwlagen

Kresket eo ar stenn etre bro Balestinia ha bro Israel dec'h, goude ma vefe bet lazhet ur penn braz deus arme an Jihad Islamek e Gaza, gant arme Israel. O c'hortoz e oa ar gouarnamant israelad rebourserezh deus an tu enep, pa zo bet sarret skolioù kreisteiz Israel ha betek e Tel Aviv, e tog ma oa an oberatadenn o vezañ kaset. Pell da vezañ plaen eo an traoù etre an div vro dre vraz forzh penaos. Ha derc'hel a ra aozadurioù evel Savenn ar C'hervrediezhioù Gall evit Palestinia da vezañ evezhiek war ar pezh a c'hoarvez eno o vont enep da wirioù Bugel-Den. Er mare-mañ e vez aozet ganto un droiad prezegennoù a-dreuz Frañs gant Rania Muhareb, skiantourezh palestiniad war ar bolitikerezh. Pedet eo bet da zont da Gemper ivez gant kevredigezhioù ar vro. Youenn Jardin a zo ezel deus Frañs Palestin Kengred. Laret a ra Rania Muhareb en he frezegenn penaos eo kirieg an Ensavadurioù Etrevroadel. Lodek int deus ar pezh a c'hoarvez e Palestinia, pa talc'hont da ober netra...