Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Reportajoù Keleier ar Vro - Pennad skignet d'ar 15.11.2019

2 minutes

Enkadenn 'ban Ospitalioù foran: ur bern manifestadegoù 'oa bet dec'h 'ba Brest

With : Gwenole Korneg,

Pennad-komz kaset da benn gant : Erwan Blanchard

Un devezh harzh-labour 'oa dec'h 'ban Ospitalioù publik 'ba Frañs diwar galv ar stroll "Inter-Ospitalioù". Diaes ar jeu 'vit 6 ospital diwar 10 'ba Frañs ha war washaat 'yaio an traoù 'blam d'ar raktres arc'hantiñ ar surentez sokial 'zo war ar stern: 'vo ret espern 800 million a euroioù e 2020 'pa 'ya an ezhommoù war greskiñ. Abaoe mizioù 'zo medisined, klañvdiourien pe c'hoazh skoazellerezed-klañvdiour o stourm 'vit kaout muioc'h a arc'hant, muioc'h a blasoù 'ban Ospitalioù ha gellout soagniñ an holl dud. Goulennet 'zo tuta muioc'h a dud a-vicher, klañvdiourien ha kement 'zo rak beuzet 'zo ul lodenn vat anezho gant al labour 'neunt da gas. Alies 'vezont paeet fall ha rediet da labourat ouzhpenn 'pezh 'zo dleet. Kement 'mañ 'zo kaoz 'oa manifestadegoù e pep lec'h 'ba Frañs. 'Ba Breizh 'oa 400 den o vanifestiñ 'ba Brest, 500 'ba Kemper, manifestadegoù 'ba Lannuon, Montroulez, Pempoull, Dinan. 200 medisin 'oa bodet dirak Ospital Pontchaillou 'ba Roazhon. Ar pal eo lakaat gwask war gouarnamant Bro-C'hall. 'Benn fin ar miz 'vo kinnigetgant Agnes Buzyun, ministrez ar yec'hed, "ur steuñv da souten" an Ospitalioù. Gwenole Korneg 'zo psikiatr 'ba Ospital Landerne 'noa graet harzh-labour dec'h. Evitañ 'zo peadra da vout ankeniet gant stad an Ospitalioù. Gant Erwan Blanchard.