Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Reportajoù Keleier ar Vro - Pennad skignet d'ar 03.12.2019

2 minutes

Hag ur Fañch bihan all da zifenn e anv dirag ar justis

With : Fabris Kadou

Pennad-komz kaset da benn gant : Tudual Karluer

C'hoazh hag adarre! Evit an eil gwezh zo bet nac'het gant prokulor ar republik, e Brest, ma vo lakaet un dildenn war an "N" d'an anv Fañch. Un dek deiz zo bennaket 'oa bet ganet ar paotr bihan e Montroulez, ha buan-kaer 'devoa e dud resevet ul lizher a-berzh ar prokulor o kemenn ar c'heloù dezho, lâr n'hello ket ar c'hrouadur dougen e dilde. Bremañ int tostaet da Skoazell Vreizh, kement ha bezañ harpet, ha goût penaos ober evit ma vo skrivet anv o mab en-reizh. Frabris Kadoù eo prezidant Skoazell Vreizh, un toullad displegadennoù gantañ deus mikro Tugdual Karluer.