Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Reportajoù Keleier ar Vro - Pennad skignet d'ar 06.12.2019

2 minutes

Adreizhañ al leve: etre 10 000 ha 15 000 manifestour 'ba Brest

With : Kevin Roudaut, Armelle, Cedric Sinou, Malone Baldos

Pennad-komz kaset da benn gant : Erwan Blanchard

Etre ur million pemp kant mil a dud (hervez ar CGT) ha 800 000 a dud (hervez minister an diabarzh) 'noant dibunet war straedoù kerioù Frañs dec'h. An holl anezho o vanifestiñ a-enep ar raktres sevel ur sistem nevez da arc'hantiñ al leve. Fell 'ra d'ar gouarnamant sevel ur sistem dre boentoù gounezet: 1 euro gounezet gant pep hini a degaso memes gwirioù d'an holl. Da laret eo paouez gant an 42 rejim 'ispisial zo bremañ: 'vel hini blenerien ar RATP, ar re 'zo o labourat gant an SNCF 'vit ar re vrudetañ. Fin hervez an danevell 'zo bet savet gant Jean-Paul Delevoye, komiser uhel e-karg da brientiñ ar rak lezenn. Hiraat ar prantad labour ur wech adarre 'vit gellout arc'hantiñ ur sistem 'vo o koll 'benn 2026. Kement 'mañ eo spered ar raktres 'vo displeget muioc'h ha pelloc'h gant ministr kentañ gouarnamant Bro-C'hall, Edouard Philippe, e kreiz ar sizhun o tont. 'Vit poent n'eo ket gwall sklaer, normal eme an izili eus ar gouarnamant, kar n'eo echu tabutal gant ar sindikadoù. Sindikadoù 'noant galvet da vanifestiñ dec'h 'giz FO, CGT, FSU, Snes, CGC-CGE. War ar straed 'oa implijidi stalioù prevez, alvokaded, pomperien, poliserien, kargidi a bep seurt. 52% eus ar skolaerien 'neunt harzhet gant o labour, 43% eus ar gelennerien; 90% eus an trenioù TGV 'zo chomet 'ban ti-gar. Dec'h ne 'oa bet dalmc'het tamùm audiens ebet 'bal lezioù-barn. Savet 'zo ban dud kounnar!
'Ba Breizh 'zo bet 100 000 den o vanifestiñ d'an nebeutañ (hervez sifroù ar polis): 20 000 'ban Naoned, 10 000 'ba Sant-Nazer, 13 000 'ba Roazhon, 6000 'ba Sant-Brieg, 8000 'ban Oriant ha Kemper ha war dro 10 000 'ba Brest. Pell 'zo 'oa ket bet kement se a dud o vanifestiñ. Hudu 'voi klevet manifestourien 'bet e Brest ha Pondi. Manifesterien 'zo chomet sioul dre vras.
Deomp da Vrest lec'h oa etre 10 000 den ha 15 000 (sifr ar CGT) o vanifestiñ a-enep ar c'hgoant cheñch sistem al leve met ouzhpenn an dra se 'zo. Da gentañ 'vo klevet Kevin, skolaer 'ban deskadurezh Stad. Gant Erwan Blanchard.