Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Reportajoù Keleier ar Vro - Pennad skignet d'ar 10.12.2019

2 minutes

Dilennadegoù Maer e Kemper

With : Yann Guilamot

Pennad-komz kaset da benn gant : Tunvezh Gwlagen

Da geñver an dilennadegoù ti-kêr da zont a-benn un nebeud mizvezhioù, e vez kaset ul labour kizidikaat pep listennad politikel e bro Gemper war plas ar brezhoneg e kêr. Er strollad Brezhoneg War Wel (BWW) e vez kavet kevredigezhioù a bep seurt o labourat evit ma vo gwelet ha klevet brezhoneg er vuhez bemdez, pe vefe war ar panelloù, peotramant en deskadurezh.
6 bloaz 'zo dija e oa bet graet ar memes labour lobby d'eus al listennadoù politikel. Gant ar maer bet trec'h Ludovic Jolivet hag e skipailhad dilennidi zo bet graet strivoù e kerzh ar bloavezhioù tremenet, met n'eo ket aet betek penn e gomz. Muioc'h a banelloù div yezhek a vez kavet. Un eil skol bublik divyezhek a zo bet digoret 20 vloaz goude an hini kentañ, da skouer. Evit Yann Gwilamot, deus Brezhoneg War Wel, eo a-drugarez d'al labour kizidikaat bet kaset ganto e 2014.
Ur reportaj Kaset gant Tunvezh Gwlagen grandjean.