Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Reportajoù Keleier ar Vro - Pennad skignet d'ar 11.12.2019

2 minutes

tanioù gwall e Bro Aostralia....

With : Briag Le Saint

Pennad-komz kaset da benn gant : Neven Penneg

Tan-gwall a zo e Bro-Aostralia abaoe miz Gwengolo. C'hwec'h den 'vefe marvet diwar se. Ne deu ket a-benn ar bomperien da lazhañ an tan. Devet 'zo bet ouzhpenn 4 milion devezh arat dija. An tan a zo, bremañ, peg war 600 000 mil devezh arad war un hirder a 60 kilometrad. Tostaed eo an tan ouzh Kêriadenn Sydney dec'h. Mouget eo ar gêr vras gant ar moged hag ar vogidell. Dav eo bet da annezidi bro Sidney implijout maskoù evit en em wareziñ diouzh ar moged tokseg. Briag Le Saint, Breizhad aet da foetañ bro a zo e hanternoz Bro-Aostralia e kêriadenn Townsville bremañ. Gwelet en deus e peseurt emañ stad an traoù 'ba reter Aostralia. Selaouomp ar pennad kaoz kaset dre WhatsApp gant Neven Penneg.