Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Reportajoù Keleier ar Vro - Pennad skignet d'ar 12.12.2019

3 munut

Bugale meuriad ar re "Wayana" kollet gant skol ar Republik!

Pennad-komz kaset da benn gant : The journalistic team

Ur vro trevadennet diwezhañ a chom 'ba Amerika ar C'hreisteiz : Gwiana C'hall. Eno 'vez diaes d'ar pobloù a-orin an amerindianed difenn o gwirioù, ken neubeut int da geñver poblans ar vro : tro dro 15 000 diwar an 300 000 a dud 'zo o chom 'ba Gwiana. Ha 'vel 'ba Breizh pe 'ba lec'h all dindan urzh stad C'hall 'vez lakaet e pleustr memes skol pep lec'h, gant neubeut-tre a blas 'vit sevenadur ha yezhoù pep hini. Ha memes : Skol ar Republik a 'za betek tennañ ar vugale amerindian diouzh o familhoù 'vit kas anezhe d'ar skolaj. Setu 'pezh a c'hoarvezh ga pobl Wayana 'zo o chom e kreiz Amazonia. Reportaj gant Juliette Cabaço Roger ha Gwenvael Delanoe.