Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Reportajoù Keleier ar Vro - Pennad skignet d'ar 13.12.2019

2 minutes

Feulster diabeg dec'h e Manifestadeg Roazhon...

With : Garan An Intañv

Pennad-komz kaset da benn gant : Neven Penneg

Manifestadegoù a oa dec'h e pep korn Bro Frañs da geñver adreizhañ al leveoù. E Roazhon o deus an archerien (ar CRSed) ruilhet war ar vanifesterien hep abeg 'vel ma lar deomp Garan An Intañv Studier L2 e Roazhon 2 en aotregezh brezhoneg hag Istor. E oa eus Mikro Neven Penneg.
Hag gloazet zo bet memestra ur paotr dec'h e-pad ar vanifestadeg, kollet en defe teir Dant.
Dimeurzh oa bet Manifestadeg e Roazhon ivez, un dek den bennk oa bet arested ha dieubet oa bet lodenn vrasañ anezho. 2 zen a oa chomet e-pad eizh euvezh ha daoù ugent dindan ensel. Dindan abeg ma oa bet adkavet en o c'hamion (lec'h ma z'int o vevañ) bouloù petank hag bombezennoù pentur...
Betek o Prosez eo difennet dezho mont da vanifestiñ ha dav eo dezho en em zikouez bep sizhun er poliserdi.