Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Ar Big a Gan - Pennad skignet d'ar 06.01.2020

37 munut

Ar Big a Gan: Blead mat 2020 d'an holl!

Pennad-komz kaset da benn gant : un abadenn e brezhoneg gant skolidi evit skolidi

Kontant omp ho adkaout evit krog gant ar blead nevez.

Abadenn hiriv a vo dleet mui pe vui da Nedeleg. Mont a rimp da welet penaos e tremene Nedeleg 100 vlez-'zo, er bleadoù 1920, evit bugale Breizh. Klevet e vo ivez bugale Langedig o lenn o lizheroù d'an tad Nedeleg. Sonennoù gant skolidi skol-vamm Pondi, rimadelloù gant skolidi skol-vamm Ar Gêr Nevez en Oriant, sketchoù gant re CM Gwidel, ur gontadenn gant skolidi CM Brec'h..A bep seurt èl atav!

Trugarez de Gwenn Vorc'h evit he labour seveniñ an abadenn, ha de razh ar skoladerion-ezed o deus labouret àr an abadenn!