Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Loenig-loen Rummad 2 - Pennad skignet d'ar 13.01.2020

2 minutes

Manif Brest a-enep adreizhañ al leveoù

Pennad-komz kaset da benn gant : Erwan Blanchard, Rozenn Talec

War dro mil pemp kant a dud 'oa o tibunañ a-enep da adreizhañ al leveoù disadorn 'ba Brest. N'eo ket disoc'h al luskad c'hoazh neuze.. 'Ba Stad C'hall eo etre 150 000 (hervez ar polis) ha 500 000 (hervez ar CGT) 'neunt manifestet memestra. 'Ba Brest 'oa loc'het an dibunadeg hep an izili eus ar CFDT 'noant divizet aozañ un emgav eus o zu 'tal Skol-Veur al lizhiri. Moarvat 'oant o c'hortoz ur c'hinnig nevez eus perzh ar gouarnamant. 'Pezh 'zo degouezhet e-kreiz an devezh 'pa 'neus embannet Edouard Philippe dilezel, 'vit poent (!) an aod a 64 bloaz 'vel oad 'vit gellout mont war e leve gant ul leve klok. D'ar sindikadoù, 'neus disklaeriet ministr kentañ Frañs, da gavout un diskoulm all da geñver ar c'hendalc'h war arc'hantiñ al leveoù 'vo dalc'het etre fin miz Genver ha miz Ebrel. Un trec'h 'vit ar CFDT 'neus embannet Laurent Berger, sekretour meur ar CFDT 'ba Stad C'hall. E-keit se 'kendalc'h ul lodenn vat eus an dud goulenn dilezel an adreizhañ penn da benn ha mont gant hentoù all. Tud 'zo, 'ba Brest, 'noant divizet diskouezh o soñj en ur mod dibar: gwisket 'oa ur pemp bennaket anezho 'giz dañsourezed Opera Pariz. Petra 'zo kaoz? Selaouomp Laoura. Gant Erwan Blanchard.