Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Reportajoù Keleier ar Vro - Pennad skignet d'ar 16.01.2020

2 minutes

Sizhunvezh ar c'hounar a zo kendalc'het dec'h e bro Liban

With : Youn Bris

Pennad-komz kaset da benn gant : Neven Penneg

Dec'h c'hoazh, evit an eil abardaevezh deus renk, zo bet eskemmoù feuls etre manifestourien hag archerien e bro Liban. Dekadoù a dud a oa en em vodet e Berout d'abardaez da skouer dirag ar Bank Kreiz, p'emaint a enep ar sistem bankoù er vro. Dibaoe miz Here eo krog an enkadenn ekonomikel ha sokial e Bro Liban.

Youn Bris a zo studier e L3 e Skiantoù Politikel (Science Po) e Roazhon. Aet eo neuze d'ober ur staj da geñver e aotregezh da vro Liban er kêr Berout. Displeg a ra deomp Youn Bris penaos emañ stad an traoù er vro dibaoe ma z'eo en em gavet eno e fin miz Gwengolo. Respontiñ a ra da c'houlennoù Neven Penneg.