Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Reportajoù Keleier ar Vro - Pennad skignet d'ar 16.01.2020

2 minutes

Gall a ra an tier-forn bezañ digor 7/7 e Penn-ar-Bed hervez lez-melestradurel Roazhon

With : Philippe Gwegen

Pennad-komz kaset da benn gant : Tunvezh Gwlagen

Gall a raio an tier-forn chom digor 7 devezh ar sizhun e Penn-ar-Bed. Setu ar pezh a zo bet kadarnaet gant lez-varn melestradurel Roazhon diriaou tremenet. Daou vloaz 'zo rik voe bet embannet un dekred gant prefed an departamant evit ma ne vo ket rediet an tier-forn da vezañ sarret un devezh er sizhun ken. Pep prefeti a zo gouest d'ober lezenn war e zepartamant, mez dibaoe fin ar bloavezhioù 90' e voe ur reolenn, dre vraz, da rediañ an tier-forn da vezañ sarret da nebeutañ un devezh er sizhun. Bremañ e Breizh war ar seblant ne chom bremañ ket mui ken departamant ar Morbihan lec'h ma vez kastizet ar stalioù bouloñjerezh o werzhiñ bara 7 devezh er sizhun. Marteze eo peogwir emañ ar prefed eno gant ur CAP bouloñjerezh eñ e-unan.

Un emgann a zo bet etre sindikadoù e Penn-ar-Bed evit levezoniñ diviz ar prefed. Gant federasion an embregerezhioù fardañ bara industriel, ar FEB, hag ar federasionoù stalioù braz gwerzhiñ bara, zo bet lakaet gwask warnañ evit gellet digeriñ bemdeiz. Ar prefed a zo aet a ur soñj ganto, pa gav dezhañ o deus muioc'h a bouez er vicher-se, eget Federasion Artizaned Bouloñjerien Penn-ar-Bed.

Philippe Gwegen a zo e penn ar stal bouloñjerez « Pains et Kouign » e Kemper asambles gant e vreur Alain. Lâret a ra penaos e voe aozet mat an traoù a-raog, pa voe pep ti forn sarret un devezh d'e dro...