Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Bro Naoned aterset - Pennad skignet d'ar 06.02.2020

14 munut

Atersadenn Odile ha Danielle : Ar bodadoù lenn

With : Odile Kerzhero, Danielle Padel

Pennad-komz kaset da benn gant : Marianne Vaidie

Bep daou viz e vez aozet ur bodad-lenn gant brezhonegerien ha brezhonegerezed a Vro-Naoned e mediaoueg KDSK (Kreizenn Dafar Sevenadurel Keltiek).
Lenn muioc'h a levrioù e brezhoneg, diskoachañ levrioù pe diskoachañ en-dro levrioù 'zo, eskemm gant an dud diwar-benn al levr-mañ-levr setu ar pezh vez graet er bodad-lenn.
Odile Raynaudon-Kerzhero ha Danielle Padel a zo deuet betek studio Radio Naoned evit kontañ hiroc'h deomp.