Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Reportajoù Keleier ar Vro - Pennad skignet d'ar 14.02.2020

2 minutes

Galv Montroulez 'vit goulenn gant Rannvro Breizh evit saveteiñ ar brezhoneg

With : Paolig Kombod, Klaris Lavanant

Pennad-komz kaset da benn gant : Erwan Blanchard

Galv Montroulez, setu ar mod 'neunt divizet an izili eus ar gevredigezh Skol Vreizh/ Ar Falz anveout an emvod 'oa aozet hudu 'ba La Manu 'ba Montroulez.. C'hoant gant ar gevredigezh ar Falz, asambles gant KLT hag ur c'hant bennaket a arzourien eus Breizh, kas ur gemenadenn sklaer da dilennidi ar Rannvro: ret eo ober muioc'h ha gwelloc'h 'vit saveteiñ ar brezhoneg. Reiñ muoc'h a arc'hant: dek gwech muioc'h 'vit bremañ. 'Vit Poalig Kombod, prezidant ar Falz/Skol-Vreizh 'oa ur mod da respont da Loig Chesnais-Girard 'zo preizdant Rannvro Breizh 'noa kaset ul lizher respont da dud ar Falz, skrivet enni: mont ar ra mat an traoù ha war wellaat 'ya war ar marc'had. Muioc'h a displegadennoù gantan.. Gant Erwan Blanchard.