Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Atersadennoù - Pennad skignet d'ar 17.02.2020

12 minutes

Youll fall ar gouarnamant evit an opsion brezhoneg er vachelouriezh

With : Helene Lorant, Tudwal Girard

Pennad-komz kaset da benn gant : Tunvezh Gwlagen

Disheñvel tre eo efed cheñchamant reolennoù ar vachelouriezh hervez ar vro. Gant lezenn nevez an Deskadurezh Stad kinniget gant Jean-Michel Blanquer, fin ar gont n'eus nemet lise publik Brizeux e Kemper ha lise Diwan Karaez o deus graet ar striv da ginnig ar brezhoneg evel ispisializadur er vachelouriezh. Met dre vraz zo nebeutoc'h a eurvezhioù brezhoneg kinniget el liseoù e Breizh gant al lezenn.

Ha gwashoc'h 'zo : da ul liseadez deus Sant Brieg, Helene Lorant, hag he deus desket brezhoneg drezouti he-unan, e vez nac'het ar gwir da dremen ar brezhoneg e opsion evit ar vachelouriezh ar bloaz-mañ.
Helene Lorant a zo deus mikro Tunvezh Wlagen-Grandjean

Soutenet eo Helene Lorant gant tud bed ar brezhoneg e bro Sant Brieg. Tudwal Girard, deus kuzul merañ Ti ar Vro Sant Brieg, a lâr en dro penaos zo re nebeut a ginnig brezhoneg e Sant Brieg.