Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Atersadennoù - Pennad skignet d'ar 12.03.2020

4 munut

Pouezh ar sevenadur war ar bolitikerien e Douarnenez #1

With : Frederique Huet

Pennad-komz kaset da benn gant : Tunvezh Gwlagen

Gant aktourien bed sevenadurel Douarnenez zo bet aozet un emgav braz a-raog an dilennadegoù kêr. Aozet tre eo tud ar micherioù-se kenetrezo e kêr festival ar sinema hag ar fanfaroù. Da zigarez an dilennadegoù o deus bet c'hoant e vefe emskiant pep listennad war ar renk deus ar pezh a vez gortozet deusouto.

Dileuridi deus an teir listennad war ar renk a zo tremenet dirag tud micherioù ar sevenadur neuze. Listennad Hugues Tupin, deus an tu kleiz hag ekologel ; listennad Jocelyn Poitevin, hag a zikler bezañ nag a gleiz nag a zehou ; ha listennad ar maer a vremañ, Fañch Kadig, deus strollad ar Republikaned.

Un tri-ugent den bennaket deus bed ar sevenadur a zo deuet da selaou ar respontoù d'o goulennoù. Goulennoù hag a voe bet savet digant an danvez dilennidi gant Frederique Huet.