Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Atersadennoù - Pennad skignet d'ar 12.03.2020

7 munut

Pouezh ar sevenadur war ar bolitikerien e Douarnenez #2

With : Arno Vannier

Pennad-komz kaset da benn gant : Tunvezh Gwlagen

Gant aktourien bed sevenadurel Douarnenez zo bet aozet un emgav braz a-raog an dilennadegoù kêr. Aozet tre eo tud ar micherioù-se kenetrezo e kêr festival ar sinema hag ar fanfaroù. Da zigarez an dilennadegoù o deus bet c'hoant e vefe emskiant pep listennad war ar renk deus ar pezh a vez gortozet deusouto.
Dileuridi deus an teir listennad war ar renk a zo tremenet dirag tud micherioù ar sevenadur neuze. Listennad Hugues Tupin, deus an tu kleiz hag ekologel ; listennad Jocelyn Poitevin, hag a zikler bezañ nag a gleiz nag a zehou ; ha listennad ar maer a vremañ, Fañch Kadig, deus strollad ar Republikaned.
Un tri-ugent den bennaket deus bed ar sevenadur a zo deuet da selaou ar respontoù d'o goulennoù. Arno Vannier, o labourat evel paotr e gamera e Douarnenez en o zouezh.