Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Reportajoù Keleier ar Vro - Pennad skignet d'ar 02.06.2020

2 minutes

Devezh bedel ar velo 'vo warc'hoazh!

With : Annaïg Loizel

Pennad-komz kaset da benn gant : Tunvezh Gwlagen

Gouel ar Marc'h-houarn a voe sañset loc'hiñ disadorn evit pemzeiktez a abadennoù hag a emgavioù a bep seurt. Gant tud ayoul-vat ur bern kevredigezhioù hag aozadurioù a bep seurt e oa sañset bezañ kaset an traoù da benn, un tammig e pep lec'h e bro C'hall. Gant ar c'hleñved-red eo bet nullet ar gouel gant Federasion Broadel ar Velo, an FFV. Met evit Devezh Bedel ar Marc'h-houarn, d'an dri a viz Even, he deus divizet ar gevredigezh Kernavelo da vezañ gwelet. Un dibunadeg a vo aozet e Kemper bennarc'hoazh (hiriv), ha lâret a ra domp Annaig Loisel perag.