Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Reportajoù Keleier ar Vro - Pennad skignet d'ar 09.07.2020

2 minutes

Manifestadeg e Montroulez da zerc'hel gant ar stal HOP!

skeudenn gant an Telegrammskeudenn gant an Telegramm

With : Solange Kreignou, Gerard Lahelleg

Pennad-komz kaset da benn gant : Erwan Blanchard

War dro 400 a dud 'oa o vanifestiñ dirak ar stal HOP! dec'h beure. Ur vanifestadeg 'vit sevel a-enep diviz renerien Air France, 'oa war blas dec'h, da serriñ ar stal 'ba Montroulez lec'h 'vez kempennet ul lodenn eus ar c'hirri-nij. Hervez ar raktres 'vo serret HOP! Montroulez araok 2023. 276 plas labour 'vo distrujet. Ur sapre taol eo evit bro Montroulez ha Bro-Dreger 'zo o c'houzañv d'ar mare-mañ gant stalioù 'zo lakaet diaes. Setu 'pezh 'neus embannet Solange Creignou, maerez Sant-Tegonneg hag unan eus bez-prezidanted Kuzul departamant Penn-ar-Bed. Emai gant Erwan Blanchard.