Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Reportajoù Keleier ar Vro - Pennad skignet d'ar 09.07.2020

2 minutes

Kontañ an eskell-kroc'henn rouez gant ar GMB

Frigribell vraz. Skeudenn gant an TelegrammFrigribell vraz. Skeudenn gant an Telegramm

With : Jean-Yves Kervareg

Pennad-komz kaset da benn gant : Tunvezh Gwlagen

En devezhioù-mañ eo ar mare da gontañ an eskell-kroc'henn. Bep bloaz e vez heuliet ar stropelladoù spesadoù rouez e Breizh gant ar GMB, "Groupe Mammalogique Breton". Pevar spesad a vez heuliet ganto er mare-mañ ar bloaz : Ar Fri Gribell vraz, ar frigribell vihan, ar c'housperell skouarnek vraz, ha gousperell Geoffroy. Hervez an amzer zo bet e kerzh an nevez-amzer e cheñch ar mare ma vez kroget da niveriñ anezho. Ar bloaz-mañ eo kroget ar sizhun-mañ, hag e pado pemzekteiz.
Jean-Yves Kervareg a zo ezel a youl-vat deus ar GMB. Dilun d'abardaez e oa bet o kontañ ur stropellad Frigribell vraz e Plogonneg.