Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Reportajoù Keleier ar Vro - Pennad skignet d'ar 05.08.2020

2 minutes

Emañ ar gevredigezh "Habitat et humanisme" o klask perc'hened...

With : Padrig Prijant

Pennad-komz kaset da benn gant : Tunvezh Gwlagen

Gant ar gouarnamant oa bet lakaet e plas ur steuñv war pemp bloaz, da zigreskiñ en un doare fetis an niver a dud hep lojeiz ac'hann d'ar bloavezh 2022. E Penn-ar-Bed zo bet evit ar plañ « lojeiz da gentañ », sinet un emglev nebeut amzer 'zo etre ar Stad hag ar gevredigezh « Habitat et Humanisme ». Ur yalc'had a vo degaset dezhi, da vrasaat an niver a diegezhioù sikouret ganti da gavout lojeiz. Med pezh a zo, e vez dav bremañ kavout perc'hened hag a zo prest da sinañ gant « Habitat et Humanisme »
Patrick Prijant, prezidant ar gevredigezh, a zo deus mikro Tunvezh Gwlagen-Grandjean.